Troad esivel-formel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad esivel-formel (saoz.: essive-formal case) evit komz eus un droad o klotaat war un dro gant implij an droad esivel diouzh un tu ha gant hini an droad formel diouzh an tu all.

Implijet e vez an droad-mañ gant an hungareg, merket gant al lostger "-ként", evit merkañ ar c'harg pe ar stad (d.s. "evel tourist") hag an doare (d.s. "evel ul loen chaset").

N'eo ket gwall sklaer avat pe hini eo renk yezhadurel resis al lostger "-ként", rak peurliesañ e vez staget al lostegerioù a verk an troadoù e diwezh ur ger, met en degouezh-mañ e c'hell bezañ staget al lostger lokativel ouzh al lostger esivel-formel-mañ. Ouzhpenn, ne douj ket al lostger "-ként" da reolennoù boas ar hesonerezh vogalennek evel ma ra an holl lostgerioù all a dalvez da verkañ troadoù. ha n'haller ket implijout al lostger "", merk perc'hennañ an trede gour a-gevret gant val lostger "-kent". Abalamour d'an abegoù-mañ ne vez ket lakaet an dibenn-mañ da verk an droad esivel-formel atav er yeahzdurioù hungarek.


Developed by StudentB